|
|
KAN KELTIEK KOZH
Sonerezh ar Grennamzer a zo bet savet evit ul lodenn mat anezhañ war ar font keltiek kozh, ha maget gantañ. Pa oa Europa beuzet en aloubadegoù barbarek e oa ar venec’h keltiek o skrivañ barzhoniezh e Latin koulz ha Gouezeleg, o kelenn yaouankiz ar familhoù nobl a holl broioù, o kanañ gant sonerezh an delenn, hag o veajiñ hardiz ouzhpenn. En Iwerzhon hag e Breizh e oa bet implijet an neumoù an abretañ. Neumoù evit gwerzioù Breizh an 11vet k. a zo bet kavet e hanternoz Italia. Boazh e oa ar venec’h keltiek kentañ implij an delenn en o ofisoù. A-raok ar salmoù e veze plas evit ur sonerezh " dieub " eus reolennoù an ofis, hag aze e kane ar venec’h o sonerezh dezho, evel hini a gaver e dornskrid Inchcolm. Ur geriadur gouezeleg eus an 8vet kantved a ro tri seurt sonerezh evit an ofisoù : "Psalmus: bet savet evit an delenn (cithara) ha sonet ganti. Canticum: a zo kanet gant ar c’hor hag eilet gant an delenn. Canticum psalmi: emprestet d’ar c’hor evit an delenn." D’ar mare-se (7vet-10vet kantved) e sav ar c’hizelladurioù telenn brav meurbet war ar mein Pikt. Antifoner Inchcolm (adskrivet e 13vet k. e bro Skoz) a zo ennañ kanioù savet war Enez Iona en Inizi Hebrid etre ar 7vet hag an 9vet kantved, evit gouel Sant Koulm diazezer an Abati. Ganet en Iwerzhon e familh roueoù O’Neill a Ulster e oa hemañ, ha desket e skolioù barzhek. Ur barzh e oa e-unan, ha marteze soner ivez. Liammet gant an delenn eo diouzh e varvnad (597) : " Un delenn hep alc’houez, un iliz hep abad eo (ar bed heptañ) ". Kanioù orin dornskrid Inchcolm a zeblant da vezañ modern iskiz d’an dud a zo akustumet d’ar c’han gregorian. Enno e adkaver e gwirionez reolennoù sonerezh keltiek kozh, savet war an delenn he c’herdin arem: tonioù ledan o skeulenn, diazezet war kelc’henn ar pempadoù, frazenn an digor adkavet en diwezh... Reolennoù barzhoniezh keltiek a gaver ivez testenn ar c’hanioù, daoust dezho bezhañ e Latin: klotennoù diabarzh ha klotennoù diwezh kenaozet, kengan ha kenganez plezhennet striz. Ouzhpenn-ze e klot ar c’hlotennoù gant ar frazennoù sonerezh, pezh a ziskouezh eo bet savet asambles an destenn hag ar sonerezh. Dianav a-walc’h eo chomet an danvez-mañ ha koulskoude eo a-bouez evit telennourien ha sonerien Breizh koulz hag ar c’hanerien hag an holl dud dedennet gant hon istor kozh, arz ha speredelezh ar Gelted. |
Maen pikt Dupplin
|
|
|
|
Dornskrid Inchcolm |
Arbennigourez war an delenn geltiek kozh he c'herdin arem eo telennourez Violaine Mayor. Soner ha saver telennoù eo he fried Joël Herrou. Sevel a ra he zelennoù gant eknikoù ar Grennamzer hervez patromm telenn ar "Rouanez Vari" (XVvet k.). Asambles e roont buhez endro d'ur rummad tonioù keltiek ankouaet, kenkoulz sonerezh meur an delenn ha kan sakr ar venec'h keltiek kentañ, o heulian ar from douget gant ar c'han. |
|
|
|
|
||