|
HENT TELENN BREIZH
Stajoù |
STAJOÙ TELENN 2009 gant Violaine Mayor e Plouneour-Menez (29) Breizh er Menez Are
Stajoù telenn geltiek gozh he c’herdin arem, dezhi teknikoù seniñ istorel war bouez an ivinoù. |
|
|||
|
|
DEIZATAER AR STAJOÙ
- 28 a viz c'hwevrer : staj telenn war tem sonerezh Turlough O'Carolan - 4 a viz ebrel : staj telenn sonerezh Bro Skoz, Ceol Mor - 23 a viz mae : staj telenn sonerezh Bro Skoz, enez Iona - Eus a dimeurzh 4 d’ar sul 9 a viz eost : sizhun " Telenn ar Gelted ", staj telenn live etre ha barrek. Tem ar staj: sonerezh ar Grennamzer. Sonadegoù hag abadennoù dañs, kanañ, ha brezhoneg. E-mesk gouelioù Bro Chelgen. - 24 a viz here : staj telenn, diwar-benn gavotenn bro menez.
|
||||
|
|
AN DELENN GELTIEK GOZH
Gwarezet eo bet an delenn gant ar Gelted betek fin o dizalc’h, er 18vet kantvet e bro Skoz. Telenn ar Gelted a vez anavezet diouzh he c’hef dasson toullet en un tamm haleg nemetañ, hag he c’herdin arem steniet start, heñvel o sonioù ouzh re ar c’hleier. Lakaet e veze an delenn ouzh ar galon, en tu kleiz, ha sonet e veze war bouez an ivinioù – ar c’hontrol eus an delenn modern-. An teknikoù seniñ-mañ, a estlamme outo skrivagnerien ar Grennamzer, a zo bet adkavet bremañ, ha kelennet int gant ar gevredigezh HENT TELENN BREIZH.
|
|
|||
|
Dre gomz eo ar c’helenn, oc’h implij dañsal ha kanañ. N’eo ket ret bezañ studiet sonerezh evit kregiñ e-barz, digor eo ar stajoù d’an derraouidi (nemet pa vez resiset war ar program). Kentelioù sizhuniek ha miziek, e galleg hag e brezhoneg, a vez kinniget ivez etre ar stajoù. |
|||||
|
|
Addizoloiñ an delenn geltiek gozh he c’herdin arem, ha kas anezhi endro e sonerezh Breizh, eo pal ar gevredigezh HENT TELENN BREIZH. |
||||
|
|
Telennourez hag animatourez ar gevredigezh eo Violaine Mayor, arbennigourez war an delenn geltiek gozh. He stil seniñ flour, kreñv ha soutil-kenañ en deus graet anezhi buan ur skouer etrevroadel war an dachenn-mañ. |
|
Evit gouzout hiroc’h, pgz: 02 98 78 93 25 |
||
"Taolennadur telenn Vreizh ar Gennamzer addizoloet gant dek stajiad
Dek stajiad eus 8 da 70 vloaz o deus heuliet ar staj telenn ha brezhoneg dre soubidigezh kinniget gant HENT TELENN BREIZH d’ar 14 ha d’ar 15 a viz ebrel. Perak kevrediñ an daou zanvez-mañ ? An animatourez Violaine Mayor he deus kinniget tem ar staj (sonerezh kozh Breizh dre dornskrid Ap Huw-Penllyn hag ar gwerz) evelhen: "Kozhañ dornskrid telenn anavezet er bed, ha kozhañ sonerezh Breizh anavezet hiziv an deiz eo dornskrid an telennour Robert Ap Huw, adskrivet e penn kentañ ar 17vet kantved. Ar sonerezh-mañ desket ha lieston a oa bet diazezet ken abred hag ar bloaz 1100, dre gourc’hemenn ar roue Griffith ap Konan. E brezhoneg an hini eo bet savet ha miret ar sonerezh orin-mañ. Ar gerioù teknik e Kembraeg o deus pep a c’her kevatal e brezhoneg a-vremañ. Resiz ha skeudennek int. Pouezhus eo ober ganto en o yezh orin."
En dekvedoù diwezhañ an 20vet kantved eo kroget an dornskrid-mañ da ziskuilañ e sekredoù, goude ma oa bet sac’het ar skolaerien gantañ e-pad tri-c’hant vloaz. Enklask an delennourez Violaine Mayor en deus lakaet anezhi da gompren ne oa ket metrek ar sonerezh-mañ, met kentoc’h diazezet war ur frazenniñ a c’heller adkavout dre kanañ. Ouzhpenn-se e adkaver lod eus an teknikoù sevel sonerezh telenn e gwerzioù kozhañ, en o mesk gwerzenn vrudet Skolvan a oa bet kinniget d’ar stajidi e-pad an dibenn-sizhun. "Ne c’heller ket seniñ an delenn geltiek gozh hep studiañ (pe da nebeutañ bezhañ dedennet gant) he yezh orin: ar Brezhoneg (ha/pe ar Gouezeleg). Dre kanañ e vez adkavet frazenniñ ar sonerezh, gant lusk ar yezh e vez frammet frazenniñ ar c’han. Heñvel ouzh reolennoù ar barzhoniezh eo reolennoù ar sevel sonerezh keltiek."
An digarez eo bet evit ar stajidi da bleustriñ evito o-unan war taolennadur orin telennourien gozh Vreizh hag a gav ur vuhez nevez goude ur c’housk a dri c’hant vloaz. An daolennadur-mañ bamus, peurechuet ha resiz kenañ a glot gant ezhommoù an delennourien a-vremañ. Ganti e c’heller treuzskrivañ ar pezhioù sonerezh hengounel hep stankañ anezho er ur framm metrek disnatur. Al labour-mañ a zo leun a bromesaoù evit an dazont. An delennourien gwrac’h gant an danvez-mañ a c’hello mont war raok e-pad ar staj-hañv "Telenn ar Gelted" eus ar 5 d’an 9 a viz eost."
