|
Deizataer |
DEIZATAER 2009 Hent Telenn Breizh
C'HWEVRER - 7 hag 8/02 : Kan ar Bobl e Gwirliskin hag e Brasparz.- 21/02 : staj kanañ, kan-plaen.- 28/02 : staj telenn : sonerezh Turlough O'Carolan (eil lodenn).EBREL - 4/04 : staj telenn : sonerezh Bro Skoz (lodenn gentañ : Ceol Mor).- 25/04 : staj kan-plaen.MAE - 23/05 : staj telenn : sonerezh Bro Skoz (eil lodenn : enez Iona).MEZHEVEN - 6/06: staj kan-plaen -14/06: sonadeg ar skolidi telenn EOST Sizhun Telenn ar Gelted (festival Bro Chelgen), e Plouneour-Menez: - 4/08: staj kanañ ha digeriñ ar sizhun Telenn ar Gelted - eus ar 4 d’an 9/08: staj telenn (war tem sonerezh ar Grennamzer) GWENGOLO - 26/09 : Staj kan-plaen HERE -24/10 : staj telenn : "Gavotenn bro menez" KERZU -20 /12 : sonadeg ar skolidi, 15 eur.
Laz-seniñ Gens Cambrina Violaine Mayor Mouezioù ha telennoù kozh Breizh
Arbennigourez war an delenn geltiek kozh eo Violaine Mayor. Adkavet eo bet ar benveg dispar-mañ goude bezañ bet gwallgaset gant trubuilhoù an istor. Anaoudegezh etrevroadel he deus gounezet buan an delennerouez gant he stil seniñ gant an ivinoù, flour, soutil ha kinklet fonnus. Soner, kaner hengounel ha saver telennoù eo Joël Herrou, he fried. Sevel a ra he zelennoù gant teknikoù ar Grennamzer (ur c’hef dason toullet en un tamm haleg nametañ, kerdin arem steniet start...) diwar patrom telenn ar 15vet kantved anvet "telenn ar Rouanez Vari". Eilañ a ra Joël an delennourez war ar c’han, fleuït ar Grennamzer, ar violoñs hag ar bodhran (taboulin Iwerzhon). Diwar o gwrizioù en hengoun keltiek e roont buhez, saour ha burzhud endro da rummadoù tonioù ankounac’het, lod anezho a sav d’ar Grennamzer uhel. Goude meur a vloavezh enklask e kinnigont bremañ al laz-seniñ Gens Cambrina, ur strollad a ganerien hag a delennourien stummet er gevredigezh HENT TELENN BREIZH war ar sonerezh keliek kozh. "Tud eus ar memes bro" eo stêr orin Gens Cambrina. D’ar poent-se ez ae ar vro-mañ, Breizh, eus kreizteiz Bro Skoz a-vremañ betek Gwenrann.
Evit gouzout hiroc’h : 02 98 78 93 25.
Dielloù : "Taolennadur telenn Vreizh ar Gennamzer addizoloet gant dek stajiad
Dek stajiad eus 8 da 70 vloaz o deus heuliet ar staj telenn ha brezhoneg dre soubidigezh kinniget gant HENT TELENN BREIZH d’ar 14 ha d’ar 15 a viz ebrel. Perak kevrediñ an daou zanvez-mañ ? An animatourez Violaine Mayor he deus kinniget tem ar staj (sonerezh kozh Breizh dre dornskrid Ap Huw-Penllyn hag ar gwerz) evelhen: "Kozhañ dornskrid telenn anavezet er bed, ha kozhañ sonerezh Breizh anavezet hiziv an deiz eo dornskrid an telennour Robert Ap Huw, adskrivet e penn kentañ ar 17vet kantved. Ar sonerezh-mañ desket ha lieston a oa bet diazezet ken abred hag ar bloaz 1100, dre gourc’hemenn ar roue Griffith ap Konan. E brezhoneg an hini eo bet savet ha miret ar sonerezh orin-mañ. Ar gerioù teknik e Kembraeg o deus pep a c’her kevatal e brezhoneg a-vremañ. Resiz ha skeudennek int. Pouezhus eo ober ganto en o yezh orin."
En dekvedoù diwezhañ an 20vet kantved eo kroget an dornskrid-mañ da ziskuilañ e sekredoù, goude ma oa bet sac’het ar skolaerien gantañ e-pad tri-c’hant vloaz. Enklask an delennourez Violaine Mayor en deus lakaet anezhi da gompren ne oa ket metrek ar sonerezh-mañ, met kentoc’h diazezet war ur frazenniñ a c’heller adkavout dre kanañ. Ouzhpenn-se e adkaver lod eus an teknikoù sevel sonerezh telenn e gwerzioù kozhañ, en o mesk gwerzenn vrudet Skolvan a oa bet kinniget d’ar stajidi e-pad an dibenn-sizhun. "Ne c’heller ket seniñ an delenn geltiek gozh hep studiañ (pe da nebeutañ bezhañ dedennet gant) he yezh orin: ar Brezhoneg (ha/pe ar Gouezeleg). Dre kanañ e vez adkavet frazenniñ ar sonerezh, gant lusk ar yezh e vez frammet frazenniñ ar c’han. Heñvel ouzh reolennoù ar barzhoniezh eo reolennoù ar sevel sonerezh keltiek."
An digarez eo bet evit ar stajidi da bleustriñ evito o-unan war taolennadur orin telennourien gozh Vreizh hag a gav ur vuhez nevez goude ur c’housk a dri c’hant vloaz. An daolennadur-mañ bamus, peurechuet ha resiz kenañ a glot gant ezhommoù an delennourien a-vremañ. Ganti e c’heller treuzskrivañ ar pezhioù sonerezh hengounel hep stankañ anezho er ur framm metrek disnatur. Al labour-mañ a zo leun a bromesaoù evit an dazont. An delennourien gwrac’h gant an danvez-mañ a c’hello mont war raok e-pad ar staj-hañv "Telenn ar Gelted" eus ar 5 d’an 9 a viz eost." (2007)
|